Gott mit uns

Boukl gouriz ur soudard eus Prusia er brezel-bed kentañ.
Ardamezioù Prusia e 1933, gant ar groaz nazi lakaet war-c'horre an erer.

Gott mit uns (Doue ganimp) zo ur frazenn voutin en Alamagn. A-wechoù e vez liammet ouzh an arme alaman adalek an Impalaeriezh alaman betek dibenn an Trede Reich. Koulskoude eo kalz koshoc'h an orin anezhi peogwir eo ster an anv hebraek Immanuel a zo er Bibl. Goude an eil brezel-bed e veze skrivet alies war an dismantroù.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search